Caius Marius

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
ur skeudenn er Villa Borghese

Caius Marius (-153 / -86) a oa ur ur jeneral hag un den a Stad roman bet ganet e Cereatae, e-kichen Arpinium, e -157 hag aet da anaon d'an 13 a viz Genver 86 a-raok J.-K. Trec'h war ar Gimbred hag e brezelioù Jugurtha, derc'hel a reas an ofis a gonsul seizh gwezh e-pad e esped, ar pezh ne oa ket bet gwelet biskoazh. Adreizhadennoù a-bouez en deus graet en armeoù roman. Sevel a reas un arme a vicher a gemeras lec'h ar galvadegoù keodediz a veze implijet betek kreiz ar Republik roman. Gwellat a reas ivez ar pilum, un dared, hag e reas cheñchamañtoù bras e framm lojistig an arme roman.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search